Enklask LiCoRN - Skol-veur Kreisteiz Breizh
Kevredigezh Frañs ar Gatalanegourien
An Oriant, 13-15 a viz Here 2011
Gant ar c'helc'hlizher-mañ omp plijet o reiñ deoc'h da c'houzout e vo dalchet Vvet Kendiviz Etrebroadel Kevredigezh Frañs ar Gatalanegourien : yezh, lennegezh ha sevenadurezh eus an 13 d'ar 15 a viz Here 2011 en Oriant. Gant ar skipailh enklask iCoRN (Yezhoniezh, Korpus ha Danvez niverel) eus an arnodva HCTI–EA 4249 (Hêrezhioù ha Sevenadurioù en Destenn hag er Skeudenn) e Skol-veur Kreisteiz Breizh (Frañs) e vo aozet.
Bep pevar bloaz e vez aozet, en ul lec'h disheñvel, gant Kevredigezh Frañs ar Gatalanegourien, ur c'hendiviz liesdiskiblezh diwar-benn ar yezh, al lennegezh hag ar sevenadurezh katalan, evit ma c’hallo an holl glaskerien hag an arbennigourien war ar studioù katalanek en em gavout a-gevret ha kinnig o labourioù skiantel.
Evit an dalc’h a zeu hon eus dibabet meur a zodenn. Dre ma vo dalc’het ar c’hendiviz e Breizh hon eus soñjet e vefe un dro vrav evit keñveriañ saviad ar c’hatalaneg gant hini yezhoù Breizh : ar brezhoneg (yezh keltiek) hag ar gallaoueg (yezh romanek). Kavout a ra dimp ivez ez eo mat gouestlañ ul lodenn eus ar c’hendiviz da zanvezioù katalan liammet ouzh Breizh, evel danvez Breizh, ken puilh, pe tudenn Sant Visant Ferrer, a varvas e Gwened. Ul lodenn a vo aozet ivez diwar-benn ar c’helennerezh peogwir ez eo un dra a zedenn un darn vat eus an enklaskerien ken e diabarzh ken e diavaez ar Broioù Katalan. Ha pa vez graet enklaskoù war se e Skol-veur Kreisteiz Breizh, ne oamp ket evit chom hep gouestlañ ul lodenn d’un danvez a vremañ liammet ouzh an teknologiezhioù nevez hag ouzh an embregoù yezhoniezh : ar c’heriadurezh
Er programm e vo teir frezegenn hollek diwar-benn ar yezh, al lennegezh hag ar sevenadurezh katalan. Komzet e vo enno diwar-benn danvezioù ar bodadoù labour. Bez’ e vo ivez kemennadennoù hag abadennoù sevenadurel.
Ar galleg hag ar c’hatalaneg e vo yezhoù ar c’hendiviz. Yezhoù romanek all a vo degemeret met ne vo servij jubenniñ ebet.
Dalc’het e vo ar c’hendiviz e Ti enklask skiantoù an den hag ar gevredigezh e Skol-veur Kreisteiz Breizh, adalek ar Yaou vintin betek ar Sadorn noz.
Plijet e vo ar Poellgor aozañ o pediñ an holl dud zo dedennet da respont d’ar galv prezegennoù.
Immaculada Fàbregas
Prezidantez ar Poellgor aozañ
AFC2011
Maison de la Recherche (Bâtiment Paquebot)
Université de Bretagne-Sud
4, straed Jean Zay
56321 Lorient Cedex (France)
Tel. : +33 (0) 297 872 918
+33 (0) 297 876 531
Fax : +33 (0) 297 876 525
Maison de la Recherche (Bâtiment Paquebot)
Université de Bretagne-Sud
4, straed Jean Zay
56321 Lorient Cedex (France)
Equipe LiCoRN | |
Adreça de contacte: afc-ubs@listes.univ-ubs.fr | |
Responsable lloc web: Araceli Alonso | |
Data d'actualització: 9-09-2011 | |
![]() |